D'ar 1añ a viz Kerzu2019 e stagas ur c'hleñved da redek e kêr Wuhan, e Republik Pobl Sina : ar c'hCOVID-19. Ur c'hurunviruz nevez, anvet SARS-CoV-2, a oa krog da redek dre Wuhan, kêr-benn proviñs Hubei. Meur a zen a oa bet tapet gant tanijenn skevent hep ma vefe sklaer eus pelec'h e teue ar c'hleñved. An holl pareoù implijet a oa chomet diefed. Buan a-walc'h e oa deuet war-wel e oa eus un eskemm den-den evel doare treuzkas. An niver a dud klañv a oa aet buan war gresk betek tizhout milieroù a dud e fin miz Genver 2020. Meur a vro a oa bet tapet gant ar c'hleñved ouzhpenn Sina, en Europa, Norzhamerika ha dreist-holl en Azia. Mare goradur ar c'hleñved (pa vezer kontamet betek ar c'hentañ azonoù) zo etre 2 ha 14 devezh. Gallout a ra un den klañv binimañ tud all pad ma vez klañv met ivez e-pad meur a zevezh ur wech pareet. An azonoù zo lies met an daou azon diazez eo an derzhienn uhel hag ur skuizhder bras. Goude-se e krog kudennoù gant ar reizhiad analañ, kudennoù gant al lounezh, ar reizhiad gwazhiadur. Gellout a reer mervel diwar ar c'hleñved.
11 a viz Kerzu : kentañ ministr Bulgaria, Rosen Jelyazkov(skeudenn) a ro e zilez, gant e c'houarnamant, da-heul devezhiadoù manifestadegoù a-enep kresk an tailhoù.
29 a viz Du : gant an dour-beuz da-heul glaveier pil e gevred Azia ez eus lazhet meur a gant den e Malaysia hag Indonezia ha miliadoù a dud all a rank kuitaat o zi.
War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, tamm-ha-tamm, ha tremen 90 000 pennad zo bremañ. Er 81añ renk emaomp bremañ e-touez ar raktresoù Wikipedia [1] evit an niver a bennadoù, etre ar belaruseg hag ar malayalameg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp en 84re plas [2], etre an mirandeg hag arabeg Egipt. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki [3], evel nerzh pe hormon ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 224 evit ar mare).
Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !
A bep seurt
A bep seurt
Porched ar gumuniezh (Amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout, hag alioù ha skoazell evit kregiñ ganti)