YouTube
YouTube, LLC zo ur savenn stadunanat da eskemm videoioù war an Internet, diazezet e San Bruno e Kalifornia.
Tri implijiad eus PayPal : Chad Hurley, Steve Chen, ha Jawed Karim, o devoa savet ar servij e miz C'hwevrer 2005. Google en deus prenet al lec'hienn e miz Du 2006 evit ur sammad a 1,65 milmilion US$ ; unan eus skourroù Google ez eo YouTube hiziv-an-deiz.
Implijerien YouTube a c'hall lakaat videoioù en-linenn, sellet ouzh videoioù all, o notenniñ ha burutellañ, o eskemm, o gwellaat, o diskuliañ, ha heuliañ implijerien all. Dre YouTube e c'heller gwelet a bep seurt doareoù filmoùigoù, pe e vefent bet savet gant tud a-vicher, embregerezhioù pe gant tud nann arbennikaet.
Krouerien YouTube : Chad Hurley, Steve Chen ha Jawed Karim |
| Tachenn obererezhioù | Internet industry, online video platform |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 14 C'hwe 2005 |
| Stylized name | YouTube |
| Anv berr | YT |
| Treuzskrivadur API | ˈju.tub |
| Diazezer | Steve Chen, Jawed Karim, Chad Hurley |
| Testenn ar ger-stur | Broadcast Yourself |
| Stad | Stadoù-Unanet |
| Lec'h | San Bruno, Kalifornia |
| Furm lezennel | big business |
| Perc'hennet gant | YouTube LLC, Google |
| Sez sokial | San Bruno |
| Aozer | Steve Chen, Chad Hurley, Jawed Karim |
| Savenn | Wii U |
| Yezh an oberenn pe an anv | liesyezhek |
| Notenn ar varnouriezh | 1.6/5 (Bad), 4.0/5 |
| Prizioù resevet | Peabody Awards |
| Lavar programiñ | Python, Go |
| Arload ofisiel | YouTube, YouTube for Android TV |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.youtube.com/ |
| Blog ofisiel | https://blog.youtube/ |
| Terms of service URL | https://www.youtube.com/t/terms |
| Privacy policy URL | https://policies.google.com/privacy |
| URL gwazh | http://feeds.feedburner.com/youtube/PKJx |
| Contact page URL | https://www.youtube.com/t/contact_us |
| Sitemap URL | https://www.youtube.com/sitemaps/sitemap.xml |
| Hashtag | youtube, yt |
| Istor | history of YouTube |
| Roll ar sujed | ISNI Direct Data Contributor |
| Aotre-implijout | end-user license agreement |
| Statud ar gwirioù-oberour | gant gwirioù aozer |
| Operating area | worldwide |
| Dileuriad ar gwirioù a aozer | website gives user option to publish content with a free license |
| API endpoint URL | https://youtube.googleapis.com/youtube/v3 |
| Press information URL | https://blog.youtube/press/ |
| Tikedenn Stack Exchange | https://stackoverflow.com/tags/youtube |
E-touez an danvez a c'heller kavout war ar savenn ez eus klipoù, klipoù skinwel, filmoùigoù, filmoùigoù bruderezh, teulfilmoù, enroladennoù son, filmoùigoù tañva, filmoùigoù live, ha videoioù blogañ, filmoùigoù kelenn ha filmoùigoù doare DOY. Darn eus an danvez a gaver war YouTube zo lakaet en-linenn gant hiniennoù ; lod anezho a-teu a-benn da vezañ brudet ha da c'hounit arc'hant e-giz-se (Inoxtag, Squeezie…). Bez' ez eus ivez danvez degaset gant embregerezhioù bras evel CBS, BBC, Vevo, hag Hulu a ro digoust danvez da welet dre hanterouriezh YouTube dre un c'henemglev gant ar savenn.
An arvesterien n'int ket enrollet ne c'hellont nemet gwelet videoioù al lec'hienn. Ar re a zo izili a c'hell ouzhpenn arvestiñ, lakaat en-linenn danvez diniver, notenniñ hag eskemm. Ar videoioù hag a c'hellfe bezañ arvarus (feulster, reizh....) na c'hellont bezañ gwelet nemet gant an implijerien enrollet a zo 18 vloaz pe ouzhpenn.
Gwallreuz ar c'hontrollerezh
kemmañE miz Gwengolo 2025 ez eus bet savet ur gemennadenn digareziñ gant YouTube, anzavet eo bet gant an embregerezh e oa bet rediet da lakaat da dalvezout ur c'hontrollerezh warar pezh a oa bet embannet, betek skarzhañ kontoù tud, dre gwask gouarnamant Joe Biden. Embannet eo bet ganto e vo adrentet ar c'hontoù bet skarzhet hep na vije bet graet un obererezh difennet gant reolennoù ar savenn. An temoù a oa bet goulennet da vezañ eveshiaet strizh a oa: ar C'hovid 19[1] [2], dilennadegoù stadunanat prezidantel 2020 ha mab ar prezidant d'ar mare-se Hunter Biden.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ (en) https://judiciary.house.gov/media/in-the-news/google-reinstate-banned-youtube-accounts-censored-political-speech
- ↑ “E-kerzh … ur mare marteze e vije diskrivet ar gwellañ gant ledanadur prederiadennoù ha douetañs, ar gouarnamant stadunanat a zo bet o kemer ur roll damheñvel ouzh ‘Ministrerezh ar Wirionez,’” Orwellian en deus skrivet Doughty pa oa bet kemennet ar varnadenn.