Kalifornia (California e saozneg, stumm ofisiel diwar ar spagnoleg) zo unan eus an 50 Stad kevredet a ya d'ober Stadoù-Unanet Amerika. E mervent ar vro emañ, war aod ar Meurvor Habask, en hanternoz da stad Baja California, a zo e gwalarn Mec'hiko.

State of California
Banniel California Siell California
Lesanv : The Golden State
Sturienn : Eureka
Lec'hiadur California
Lec'hiadur e Stadoù-Unanet Amerika
Kêr-bennSacramento
Kêr vrasañLos Angeles
GouarnourGavin Newsom (D)
SenedourienAdam Schiff (D)
Alex Padilla (D)
Yezh(où) ofisielSaozneg
Gorread410,000 km² (3e)
 Douar404,288 km²
 Dour20,047 km² (4.7%)
Poblañs (bloaz 2000)
 Poblañs39,536,653 (2017, braspriziet) (1)
 Stankter92,6 /km² (11vet)
 Korvoder dre diegezh$66,636; (13vet)
Degemeret en Unaniezh
 Deiziad9 a viz Du, 1850
 Urzh31
Gwerzhid-eurPacific: UTC-8/-7
Ledred32°30'N da 42°N
Hedred114°8'K da 124°24'K
Hirder400 km
Ledander1,240 km
Uhelder
 Lec'h UhelañMount Whitney
 Uhelañ4421 m
 Krenn884 m
 Izelañ-86 m
Berradurioù
 USPS (post)CA
 ISO 3166-2US-CA
Kenrouedadwww.ca.gov

En he 410 000 km² ez eus tost da 40 milion a dud o chom, gant se ez eo ar stad pobletañ e SUA, hag an trede brasañ. Sacramento eo e gêr-benn, ha Los Angeles e gêr brasañ.

Indianed amerikan, an henvroidi, o deus poblet ar vro, betek ma krogas trevadennerezh an Europeaned e 1769 pa zegouezhas ar Spagnoled war an aodoù. Ul lodenn eus Mec'hiko e teuas Kalifornia da vezañ da vare dizalc'hidigezh ar vro-se diouzh Spagn e 1820. Ne oa bet diorroadur ebet a-raok ma voe aloubet ar vro gant 500 soudard ha moraer stadunanat da vare ar Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet (1846-1848).

Gant feur-emglev Guadalupe Hidalgo e c'hellas ar Stadoù-Unanet prenañ an takad digant ar gollerien. Raktal goude e tesachas ar Fardadeg war an aour 90 000 envroad o tont eus ar Stadoù-Unanet, ha staliet e voe Kalifornia da 31vet Stad an Unaniezh d'an 9 a viz Gwengolo 1850.

Armerzh

kemmañ

Kreñvoc'h eo Kalifornia eget 5 eus an armerzhioù pennañ er bed o vezañ ma tegas-eñ 13% eus produadur broadel gros ar Stadoù-Unanet (13 trilion a zollaroù). An obererezhioù armerzhel pennañ eo ar gounezerezh, an dudi, ar greanterezh skañv hag an touristerezh.

Takadoù armerzhel eo Hollywood e-kichen kêr Los Angeles (sinema), an Draoñienn greiz (gounezerezh), Silicon Valley (urzhiataerezh ha teknologiezh uhel) ha Bro ar gwiniegoù (gwin).

Kêrioù Kalifornia

kemmañ
1Los Angeles3,845,541
2San Diego1,359,132
3San Jose945,942
4San Francisco808,977
5Fresno505,479
6Sacramento500,189
7Longbeach462 257
8Oakland446,901
9Bakersfield333,819
Rannadurioù Stadoù-Unanet Amerika Banniel SUA
Stadoù: AlabamaAlaskaArizonaArkansasColoradoConnecticutDelawareFloridaGeorgiaHawaiiIdahoIllinoisIndianaIowaKaliforniaKansasKentuckyLouisianaMaineMarylandMassachusettsMichiganMinnesotaMississippiMissouriMontanaNebraskaNevadaNew HampshireNew JerseyNew MexicoNew YorkNorth CarolinaNorth DakotaOhioOklahomaOregonPennsylvaniaRhode IslandSouth CarolinaSouth DakotaTennesseeTexasUtahVermontVirginiaWashingtonWest VirginiaWisconsinWyoming
Distrig kevreadel: Distrig Columbia
Tiriadoù hag Inizi: GuamInizi Gwerc'h ar Stadoù-UnanetInizi Mariana an NorzhPuerto RicoSamoa Amerikan
Inizi bihan: Enez BakerEnez HowlandEnez JarvisAtoll JohnstonKarreg KingmanAtoll MidwayEnez NavassaAtoll PalmyraEnez Wake