Vi Pask

Wikimedia roll

Vioù Pask zo vioù kinklet da geñver gouel kristen Pask evit lidañ dasorc'hidigezh Jezus. Livañ vioù yar poazh-kalet e ruz eo an hengoun koshañ, heuliet c'hoazh en Europa ar C'hreiz hag ar Reter.

easter egg
Iskevrennad eusoberenn arz, vi, boued Kemmañ
SaverEaster eggs decorator Kemmañ
Intangible cultural heritage statusWiki-inventory for living heritage Kemmañ

Vioù zo un arouez frouezhusted hag adc'hanedigezh alies[1]. En Hemamzer e veze ar gustum da brofañ vioù livet d'an nevezamzer dija.

Bev kenañ eo chomet an hengoun-se en Europa ar C'hreiz c'hoazh hiziv. En Europa ar C'hornôg e vez roet vioù e chokolad pe e sukr kentoc'h. Mont da viaoua el liorzh a zo ur c'hoari a blij d'ar vugale. Hervez ar vojenn kontet dezho e kard Biz Frañs, e Suis, e Bro-Saoz hag er Stadoù-Unanet, e vez degaset ar vioù gant al lapin Pask. Gant kleier Roma e vez graet kement-se er peurrest eus Frañs hag er broioù katolik dre-vras.

Graet e vez vioù e koad ivez, kinklet brav. Brudet eo ar vioù graet gant ar bizaouer Fabergé evit an daou Dsar diwezhañ.

Daveoù

kemmañ
  1. David Leeming (2005). The Oxford Companion to World Mythology. Gwask Skol-veur Oxford. 111 p. “For many, Easter is synonymous with fertility symbols such as the Easter Rabbit, Easter Eggs, and the Easter lily.”