Ti al Lorded
Kambr Uhel Parlamant ar Rouantelezh-Unanet eo Ti al Lorded, House of Lords e saozneg. Gant ar rouanez (pe ar roue) ha Kambr ar C'humunioù e ya d'ober ar Parlamant breizhveuriat.
Ti al Lorded
| Rann eus | Parlamant ar Rouantelezh-Unanet |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1 Genver 1801 |
| Den e penn an aozadur | Lord Speaker |
| Prezidant | John McFall, Baron McFall of Alcluith |
| Bro | Rouantelezh-Unanet |
| Daveennoù douaroniel | 51°29′56″N 0°7′29″W |
| A dalv evit tiriad | Rouantelezh-Unanet |
| Sez sokial | Palez Westminster |
| Erlec'hiañ a ra | House of Lords of Great Britain, House of Lords of Ireland |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.parliament.uk/lords/ |
| Enebet ouzh | Ti ar C'humunioù |
A orin brientinek eo ar gambr-se. Ouzh hec'h ober ez eus izili lik, "pared" anezho (peers), hag izili a-berzh an Iliz anglikan, eleze arc'heskibion Canterbury ha York ha 24 eskob.
Digresket eo bet a-galz galloud Ti al Lorded. Gouarnamant Tony Blair en deus, ur wezh erru e penn ar galloud, dilamet dioutañ kalz eus an izili dre hêrezh da lakaat en o lec'h izili anvet.
Liammoù diabarzh
kemmañTi ar C'humunioù, ar gambr izel.
