Kab Glas
Evit ar beg-douar war an douar bras, gwelet Gourenez ar C'hab Glas
Kab Glas, pe Republik Kab Glas (portugaleg : Cabo Verde ha República de Cabo Verde[2]) zo un enezeg hag ur Stad er Meurvor Atlantel en inizi a-vaez da aod Gourenez ar C'hab Glas, e Senegal, en Afrika.
| ''República de Cabo Verde'' Republik Kab Glas | |||||
| |||||
| Kan broadel: Cântico da Liberdade | |||||
| Kêr-benn (ha kêr vrasañ) |
Praia
| ||||
| Yezh(où) ofisiel | Portugaleg | ||||
|---|---|---|---|---|---|
| Gouarnamant | Republik | ||||
| - Prezidant | José Maria Neves | ||||
| - Ministr Kentañ | Ulisses Correia e Silva | ||||
| Gorread | |||||
| - Hollad | 4 033 km² (166) | ||||
| - Dour (%) | dister | ||||
| Poblañs | |||||
| - niveradeg 2022 | 593 149 | ||||
| - Stankter | 147/km² (89) | ||||
| PDK (PGP) | 2023 (istimadur) | ||||
| - Hollad | $5 717 milliard[1] (170) | ||||
| - Keidenn | $2 598 ([[roll ar broioù dre PDK (PGP) dre zen|]]) | ||||
| FDD (2022) | |||||
| Moneiz | Escudo Kab Glas (CVE) | ||||
| Gwerzhid-eur | (UTC-1) | ||||
| -1 | |||||
| Kod kenrouedad | .cv | ||||
| Kod pellgomz | +45 | ||||
| 238 | |||||
Didud e oa an inizi betek 1456, pa zeujont da vezañ un drevadenn eus Portugal. Ur Stad dizalc'h a voe savet e 1975.
Dont a ra anv ar vro eus Gourenez ar C'hab Glas, a-dal dezhi, war douar-bras Afrika, nemet honnezh a zo e Republik Senegal.
Istor
kemmañErruet e oa an drevadennerien bortugalat kentañ e Santiago e 1462. Diazezañ a rejont Ribeira Grande (Cidade Velha hiziv), ar gêr europat kentañ en ur vro drovanel[3]. Int eo a anvas an inizi Cabo Verde, anv ar c'hab nesañ war aod Senegal[4]. Pinvidik-mor e oa an enezeg e-pad ar XVIvet kantved abalamour da genwerzh ar sklaved[3]. Argaset e veze, gwechoù 'zo, gant morlaeron ha preizhet e oa bet gant Sir Francis Drake e 1585[3]. Goude un argad gall ez eas ar gêr war digresk hag erlerc'hiet e voe gant Praia a yeas da gêr-benn e 1770[3].
An inizi
kemmañ- Inizi Kab Glas
- Praia do Tarrafal en Enez Santiago
Rannoù melestradurel
kemmañRannet eo ar C'hab Glas etre 22 gumun (concelhos).
|
|
Daveoù
kemmañ- ↑ Cabo Verde. International Monetary Fund. Kavet : 01/05/2025.
- ↑ «República de Cabo Verde», an anv ofisiel, a zo, ger-ha-ger, Republik Kab Glas e brezhoneg. Ma vije Republik ar C'hab Glas e portugaleg e vije « República do Cabo Verde ».
- 1 2 3 4 Cape Verde background note. U.S. Department of State (July 2008).
- ↑ Lobban, p. 4.
Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
Azawad • Sahara ar C'hornôg • Somaliland


