Droukziforc'h

An droukziforc'h pe droukziforc'hañ pe gwallziforc'h [1] eo an diforc'hañ a vez graet, er gevredigezh, etre an dud hervez liv o c'hroc'hen, o reizh, o relijion, o mennozhioù, o yezh.
Droukziforc'h

Hengounoù, politikerezhioù, doareoù d'ober ha lezennoù gwallziforc'hus a zo e broioù niverus hag aozadurioù dre ar bed. E lod lec'hioù, e vez klasket lakaat da dalvezout kotaoù pe redioù evit kempenn an droukziforc'hioù war-zu ar re a greder o deus pe o deus bet gouzañvet gwallziforc'hioù. Alies e vez degemeret fall seurt doareoù d'ober er-maez eus ar strollad sikouret ha gellout a reont bezañ anvet pe dont da vezañ droukziforc'h kontrol.