Donbas (ukraineg : Донба́с [donˈbɑs] ; rusianeg : Донба́сс [dɐnˈbas]) zo ur rannvro istorel, sevenadurel hag ekonomikel e reter Ukraina. Ur ger-malizenn eo, diwar Donets Basin, ur berradur eus Diaz Glaou an Donetsk (ukraineg : Донецький вугільний басейн, romanizet : Donetskyi vuhilnyi basein; rusianeg : Донецкий угольный бассейн, romanizet : Donetskii ugolnyi bassein), a denn e anv diwar ar stêr Donetsk.

Donbas
industrial region, Ukrainian historical regions, disputed territory, ranndir, rannvro istorel
AnvДонбас, Донбасс Kemmañ
Anvet diwarDonets, Donets coal basin Kemmañ
StadUkraina Kemmañ
E tiriadUkraina, Rusia Kemmañ
Located in the present-day administrative territorial entityUkraina, Rusia Kemmañ
Lec'hDonets Ridge Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°0′0″N 37°48′0″E Kemmañ
IsrannoùDonetsk Oblast, Luhansk Oblast Kemmañ
OccupantRusia Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Donbas Kemmañ
Map
An Donbas hiziv an deiz

Goude ma cheñch bevennoù ar rannvro diouzh an dud hag ar mare e lavarer hiziv emañ en daou Oblast Louhansk ha Donetsk. Kêrioù brasañ ar rannvro zo Donetsk, Louhansk ha Marioupol.

Abaoe 2014 emañ kontrollet ul lodenn eus an Donbas gant daou c'houarnamant disrannour, Republik Pobl Donetsk ha Republik Pobl Louhansk, sikouret gant Rusia, goude darvoudoù ar memes bloaz ma oa bet kaset prezidant pro-rusian kuit eus ar vro. E 2022 he doa klasket Rusia aloubiñ ar peurrest eus an Donbas, asambles gant tiriadoù ukrainat all.