Paul Seixas zo ur marc'hhouarner gall bet ganet e Lyon d'ar 24 a viz Gwengolo 2006. Gant Decathlon CMA CGM emañ o redek abaoe 2025, goude bezañ bet stummet en e skipailh evit ar baotred dindan 19 vloaz. Ken donezonet e oa Paul Seixas m'eo deuet da vezañ kourser a vicher da 18 vloaz. Daoust ma oa yaouank-flamm en doa graet taolioù kaer war hentoù redadegoù meur e 2025 : ar vedalenn arem a oa aet gantañ e kampionad Europa, da 7vet en doa echuet Tro Lombardia hag 8vet e oa er renkadur hollek e dibenn Kriteriom an Dauphiné Libéré.

Paul Seixas e 2025.

E miz Ebrel 2026 en deus gounezet div redadeg vras lerc'h-ouzh-lerc'h, Tro Euskadi hag ar Flèche Wallonne. Ur pezh tra eo, rak abaoe 19 vloaz ne oa deuet marc'hhouarner gall ebet a-benn da c'hounit ur redadeg a dennadoù a live ken uhel.