Nike (Νίκη e henc'hresianeg) e oa doueez an trec'h gant tud Hellaz kozh. Heñvelekaet eo ouzh Victoria ar Romaned.

Nike
Doueez, Greek deity, allegorical Greek deity, winged deity
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denΝίκη Kemmañ
TadPallas an Titan Kemmañ
MammStyx River Kemmañ
Breur pe c'hoarKratos, Zelos, Bia Kemmañ
Azeulet gantRelijion er gevredigezh hellazek Kemmañ
Tachenn ar sant pe douetrec'h Kemmañ
Delwenn Nike en he sav e dorn delwenn Zeus (Mirdi ar Peniti).

Ar vojenn

kemmañ

Merc'h e oa d'an Titan Pallas ha da Styks (an Dour), ha c'hoar da g-Kratos (ar galloud), Bia (an nerzh), ha Zelos (ar gred, an intampi), holl doueed tost da Zeus.

Alies ez eus bet kaoz anezhi evel renerez karr an doueed. A-wechoù e vez kemmesket gant an doueez Athena, hag anvet Athena Nike.

Azeulidigezh

kemmañ
 
Delwennig eus Nike e marmor Paros, kavet en Epidauros: ouzh talbenn kornôk Templ Artemis e oa. Emañ Nike o nijal war-raok, dispak he divaskell, he gar dehoù laket en a-raok vole. En ur pezh marmor disheñvel eo an divaskell, ha staget e toulloù graet e divskoaz an delwenn. Dibenn ar IVe kantved kt JK. War ziskouez e Mirdi Hendraouriezh Aten.

Azeuliñ an doueez a veze graet gant prosesionoù, evadegoù, aberzhoù, evit treiñ Nike a-du gant hec'h azeulerien. Goulennoù e stumm pedennoù a c'halled kinnig d'ar belegezed en temploù, hag ar re-se o c'hemenne d'an doueez en orakloù. Ma veze respont digant an doueez e veze roet d'ar goulenner gant ar velegez.

Un delwenn da Nike, Nike Samothrake (pe "Trec'h Samothrake"), a c'haller gwelout e Mirdi al Louvre e Pariz.

Anvioù deveret

kemmañ

Skeudennoù Nike

kemmañ

Alies e vez diskouezet evel un doueez askellek. Un delwenn brudet anezhi eo an Athena Nike (anvet ivez Nike Samothrake) a zo miret e Mirdi al Louvre.