Un arz brezel hag ur sport emgannañ eo ar judo, a orin japanat. Krouet eo bet e 1882 gant ar mestr Jigoro Kano, diwar ar ju-jitsu. Kement hag "hent ar gwevnder" e talvez ar ger judo. Pal ar judoka eo lakaat an eneber da gouezhañ war an tapiz emgann, anvet tatami, pe pa vez an daou judoka war an tatami ober a-seurt ma ne c'hallo ket fiñval ken pe ma tilezo diwar dagerezh pe alc'hwezh. Ar sal judo zo anvet dojo. Ur porpant hag ur bragoù a ya d'ober ar judogi, gwiskamant ar judoka - a reer anezhañ kimono alies daoust ma n'eo ket an anv reizh. Serriñ a reer e borpant gant ur gouriz a zo e liv diouzh barregezh ar sportour. Ur sport olimpek zo eus ar judo abaoe C'hoarioù Olimpek München e 1972.

judo
seurt sport
Iskevrennad euscombat sport, Arzoù emgannañ, Olympic sport, budō Kemmañ
Deiziad krouiñ1882 Kemmañ
Anv er yezh orin柔道 Kemmañ
DiazezerKanō Jigorō Kemmañ
AotrouniezhInternational Judo Federation Kemmañ
Bro orinJapan Kemmañ
Dizoloer pe ijinerKanō Jigorō Kemmañ
Mare ma oa dizoloet pe ijinet1882 Kemmañ
Pleustret gantjudoka Kemmañ
A implijjudogi, tatami Kemmañ
 
Kano Jigoro

Diouzh a lavarer, o sellet ouzh ar gwez leun a erc'h hag a dorre o brankoù tev gant ar pouez, pa gouezhe er memes mare an erc'h diwar ar skourroù munut a ouie plegañ e tennas ur manac'h japanat ar gentel da heul : unan gwevn a c'hall trec'hiñ unan kreñv. Diwar se ha teknikoù emgann ar samouraied e savas Jigoro Kano diazezoù ar judo hag e voe roet lañs d'ar Judo Kodokan an hentenn kelenn, e 1882, d'e daou vloaz warn-ugent. Soñjal a rae da Jigoro Kano ne glote ket gant e vare an doareoù ma oa kelennet ar ju-jitsu, o vezañ ma oa teknikoù dañjerus da zeskiñ pe ne oa ket barrek ar gelennerien. Skarzhañ a reas an tekinkoù dañjerus hag e frammas ar re all e stumm kata, da aesaat ar c'helenn. Berzh a reas ar judo kalz pelloc'h evit e Japan ha war ar memes tro e vrudas arzoù brezel ar vro. Eus arz brezel ez eas tamm-ha-tamm da sport. Gant 8 million a dud ez eo ar judo an trede arz brezel embreget ar muiañ er bed goude ar c'harate hag an taekwondo. An hini kentañ eo e Frañs, hag ar pevare sport embreget ar muiañ e oa e 2009.

Gourizoù

kemmañ
 

Pa groger gant ar judo e wisker ur gouriz a liv gwenn ha cheñch a reer gouriz a-feur ma vestronier teknikoù : goude al liv gwenn e teu al livioù melen, orañjez, gwer, glas, gell, du. Meur a live zo d'ar gouriz du, diouzh derez an dan : eus an dan kentañ d'ar pemvet dan. Gwenn-ha-ruz eo liv ar c'hwec'hvet, seizhvet hag eizhvet dan, al liv ruz zo d'an navet dan. Evit ar vugale peurliesañ, dezhe da cheñch liv alies a-walc'h e c'haller ober gant gourizioù etre evit ar re gentañ : gwenn-ha-melen, melen-hag-orañjez, orañjez-ha-gwer.

Ar poentoù

kemmañ
  • Ippon
  • Waza-ari
  • Yuko

Ar c'hastizoù

kemmañ

Gounit ur c'hrogad

kemmañ

Teknikoù

kemmañ

Teknikoù treid

kemmañ
 
Teknik treid o soto gari

Teknikoù lakaat difiñv

kemmañ
 
Hon gesa gatame da lakaat difiñv

Teknikoù tagerezh

kemmañ

Klavioù

kemmañ
 
War-nes da c'hounit gant juji gatame, ur c'hlav ouzh ar vrec'h

Un nebeud termenoù

kemmañ
Sellit ouzh ar ger judo er
wikeriadur, ar geriadur frank.