Henry William Dalgliesh Cavill, ganet d'ar 5 a viz Mae 1983 e Saint Hélyi (Jerzenez), zo un aktour breizhveuriat. Brudet eo bet en ur c'hoari roll Superman en hollved ledanaet DC, o kregiñ gant ar film Man of Steel (2013) hag o adkemer ar roll en Batman v Superman: Dawn of Justice (2016) hag e Justice League (2017), ouzhpenn d'ober ur cameo dizanv e Black Adam (2022) ha The Flash (2023).

Henry Cavill
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHenry Cavill Kemmañ
Anv ganedigezhHenry William Dalgliesh Cavill, Хенри Уилям Далглийш Кавил Kemmañ
Anv-bihanHenry, William, Dalgliesh Kemmañ
Anv-familhCavill Kemmañ
Deiziad ganedigezh5 Mae 1983 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSaint Hélyi Kemmañ
Breur pe c'hoarNiki Richard Dalgliesh Cavill, Piers Cavill Kemmañ
Kompagnun(ez)Ellen Whitaker, Gina Carano, Kaley Cuoco, Natalie Viscuso Kemmañ
BugelQ131880869 Kemmañ
Yezh vammsaozneg Breizh-Veur Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Bet war ar studi eSaint Michael's Preparatory School, Stowe School Kemmañ
Lec'h annezKensington, Londrez Kemmañ
Deroù ar prantad labour2001 Kemmañ
Liv an daoulagadglas Kemmañ
SportJiu-Jitsu Brazilian Kemmañ
Prizioù resevetMTV Movie Award for Best Hero, Golden Raspberry Award for Worst Screen Couple/Ensemble Kemmañ
Bet kinniget evitMTV Movie Award for Best Hero, Saturn Award for Best Actor on Television Kemmañ

Cavill a zo kroget da labourat evit ar skinwel e 2002 gant ur roll e The Inspector Lynley Mysteries. Goude-se eo bet o c'hoari roll Charles Brandon er stirad skinwel The Tudors (2007–2010) evit Showtime, burutellet mat-tre e oa bet. Abaoe ez eus bet tu d'e welet o c'hoari Geralt z Rivii er stirad skinwel The Witcher (2019–2023) evit Netflix.

Cavill a oa kroget da vezañ aktour filmoù gant ur roll en Laguna, ha goude-se en Immortals (2011), hag er filmoù spierezh The Man from U.N.C.L.E. (2015), Mission: Impossible – Fallout (2018), hag e Sherlock Holmes en heuliad filmoù Enola Holmes (2020–bremañ), Argylle (2024), hag e The Ministry of Ungentlemanly Warfare (2024).

Liammoù diavaez

kemmañ