Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Helios (Ἥλιος Hếlios e henc'hresianeg) eo skeudenn doueel an Heol, an tommder hag ar sklêrijenn, e relijion Hellaz kozh. Mab eo da Hyperion ha Theia, breur eo da Selene hag Eos.

Helios
Greek deity, solar deity
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denἭλιος Kemmañ
TadHyperion Kemmañ
MammTheia Kemmañ
Breur pe c'hoarEos, Selene, Titan Kemmañ
PriedRode, Ceto, Aegle, Antiope Kemmañ
Lec'h annezpalace of Helios Kemmañ
Azeulet gantRelijion er gevredigezh hellazek Kemmañ
Tachenn ar sant pe doueHeol Kemmañ
Vehicle normally usedsun chariot Kemmañ
Perc'henn warActaeon Kemmañ
Deskrivet dreHead of Helios, opus sectile from Mithraeum of Santa Prisca, Votive altar of Helios and Domitian Kemmañ
EpithetEleutherios Kemmañ
Alesant Veur evel Helios.

Gwragez ha bugale

kemmañ

Lagad an heol

kemmañ

Abred e voe kemmesket gant Foibos, hag Apollon. Koulskoude n'eo ket un doue meur, mevel eo da Zeus, bemdez e vez o redek etre daou benn an oabl en e garr aour, da noz e vez o tiskuizhañ e penn pellañ ar c'hornôg, en hanternoz d'an Okeanos, en enez ar Wenvidien.

En un taol lagad e wel kement tra a dremen war gorre an douar, hag e c'hall mont da ziskuilhañ d'an doueed. Hervez an Odysseia, eñ an hini a oa aet da gemenn da Hefaistos e veze Afrodite o chouriñ gant Ares, pe da z-Demeter eo Haides en devoa skrapet he merc'h Kore.

Saver chatal

kemmañ

Atav hervez an Odysseia, en doa chatal, bioù ha deñved, a veze mesaet e Trinakria, anv kozh Sikilia. Pa zegouezhas Ulises eno e klevas digant e ziouganer Teiresias e oa arabat stekiñ ouzh al loened-se a oa sakr. Met e-keit ma oa o kousket e kouezhas e vartoloded war al loened d'o debriñ. Dic'haou a c'houlennas Helios digant Zeus, hag eñ da skeiñ e dan-taran ouzh lestr Ulises, ha ne chomas bev nemetañ.

Doue doujet

kemmañ

Aes eo Helios da anavezout abalamour d'ar bannoù-heol a vez en-dro d'e benn. Alies e vez skeudennet gant e garr hag e denn-gezeg. Doujet bras e oa Helios, a c'hallje, eme tud Hellaz, paouez a sevel ma ne vije ket enoret. Abalamour ma wele pep tra e veze touet alies en e anv: "Dre Helios e touan kement-se" a dalveze "gwir eo, evel-se eo bet gwelet gant an heol".

Doue roman

kemmañ

E Roma e veze graet Sol eus Helios.

Hag ivez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.