Guadalcanal zo un enezenn eus an inizi Salamon, e mervent ar Meurvor Habask. 283 591 annezad a oa e 2019[1].

Kartenn dopografek inizi Guadalcanal (er su) ha Florida (en norzh).

5 358 km2 eo gorread Guadalcanal. Goloet eo tost en he fezh gant ar janglenn. Un aradennad venezioù zo en he c'hreiz, ar Popomanaseu (2 235 m) o vezañ an hini uhelañ anezho.

Mab-den zo o chom war Guadalcanal abaoe ur mare etre 4 500 ha 2 500 bloaz a-raok J.K. Ar merdeer spagnol Álvaro de Mendaña de Neira a gavas an enezenn e 1568. Envel a reas anezhi diwar Guadalcanal, e proviñs Sevilla, kêriadenn orin unan eus izili e vagad. Etre miz Eost 1942 ha miz C'hwevrer 1943 e tremenas eno kampagn Guadalcanal, ma stourmas arme ar Stadoù-Unanet a-enep hini Impaleriezh Japan evit bezañ mestr war al lec'h, e-sell gwareziñ Aostralia ha kregiñ da adc'hounit an takadoù aloubet gant Japan er Meurvor Habask. Ar braz eus an emgannoù a c'hoarvezas e norzh an enezenn, tro-dro d'an aerborzhig Henderson Field.

Daveennoù

kemmañ
  1. (en) 2019 Population and Housing Census National Report, levrenn 1, pajenn XXIII, Solomon Islands National Statistics Office (diellet), 30/10/2023 (pellgarget d'an 02/07/2026)