Generalplan Ost
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar Generalplan Ost ("Steuñv hollek evit ar Reter") a oa ur steuñv savet adalek 1939 ha kemmet dizehan betek 1943 gant pennoù an Trede Reich alaman evit aozañ tiriadoù aloubet al Lebensraum, goude an trec'h hollek gortozet gante. Pal ar steuñv-se e oa rannañ ha merañ an tiriadoù eus reter Europa hervez kriterioù etnek. Ar meneg kentañ eus raktresoù a seurt-se a oa deuet war-wel er bloavezhioù 1850 e skridoù Friedrich List, met an nazied eo a gasas ar soñjoù-se ar pellañ. Pa voe dilezet ar Generalplan Ost e deroù 1943 e rede an tiriadoù enbarzhet er raktres eus ar Mor Du bet Kelc'h Polel Arktika.
