Film mut
film hep sinkroneladur son na kendiviz da vezañ klevet
Ur film mut[1], pe film digomz[2] pe film didrouz(Daveoù a vank), a vez graet eus un doare film hep son enrollet sinkronelet (pe aliesoc'h, hep kendiviz da vezañ klevet). Ar filmoù-se a gont un istor gant fromoù, darvoudoù hag ivez istitloù skrivet evel displegadurioù pe komzoù.
film mut
| Iskevrennad eus | film |
|---|---|
| Diellaouet gant | Library of Congress Music Division |
| Dezverket dre | didrouz |
| Enebet ouzh | sinema klevet |
An droienn "film mut" a zo un droienn dort, rak tost an holl filmoù-se a oa son d'o heul pa vezent skignet. E-kerzh marevezh ar filmoù mut, hag a oa bet eus ar bloavezhioù 1890 betek fin ar bloavezhioù 1920, ur pianoour, gant un ograou sinema ha betek ul laz-seniñ evit ar c'hêrioù brasoc'h, a veze o seniñ da-heul ar film. An holl zoareoù-se a oa evit mont da-heul ar filmoù, ha ne oant ket mut da neuze.
