Dour andon
Dour andon, dour eien, dour mammenn, dour stivell pe dour-sav a zo dour a zeu eus un andon ent-naturel.

Ur rummad dour boutailhet eo ivez hag a heuilh reolennoù hag a c'hall cheñch hervez ar broioù. Dre vras e tle bezañ a orin danzouar ha bezañ bet gwarezet diouzh ar saotradur. N'eus ket danvezennoù meinel ret evel evit an dour melar.
An dour andon boutailhet ne zeu ket eus an andon war-eeeun met eztennet e vez dre dalaradur peurliesañ.