Brezel 1812
Brezel 1812 a oa bet stourmet etre Stadoù-Unanet Amerika hag o harperien enebet ouzh ar Rouantelezh-Unanet hag he harperien en Norzhamerika. Kroget e oa p'o doa ar Stadoù-Unanet disklêriet ar brezel da Vreizh-Veur d'an 18 a viz Even 1812. Memes ma voe kavet un diskoulm dre emvodoù e miz Kerzu 1814 ha sinet Skrid-emglev Gent, ne oa ket bet paouezet ar brezel en un doare ofisiel betek ma vije sinet ar skrid-emglev peoc'h gant Kendalc'h ar Stadoù-Unanet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1815.
| Rann eus | Brezel an tri-ugent vloaz, United Kingdom–United States relations |
|---|---|
| Kevandir | Norzhamerika |
| Lec'h | Meurvor Atlantel, Meurvor Habask, Norzhamerika |
| Deiziad kregiñ | 18 Mez 1812 |
| Deiziad echuiñ | 18 C'hwe 1815 |
| Efed | Statu quo ante bellum |
An tennderioù etre ar Saozon hag ar Stadunaniz a oa diazezet war c'hoantoù tiriadel kozh en Norzhamerika hag an harp saoz da Amerindianed Kevredad Tecumseh, hag a oa o stourm ouzh an trevadenniñ stadunanat en Tiriad ar Gwalarn. E 1807, an tennderioù-se a oa aet war washaat goude ma oa bet ar Royal Navy o lakaat bec'h war ar c'henwerzh stadunanat gant Bro-C'hall hag o lakaat gwask war ar vartoloded da vont er morlu, zoken war ar re deuet da vezañ Stadunaniz. Ar meno foran er Stadoù-Unanet a oa rannet war an doare da respont, met ar muianiver a oa bet er Vodadenn vroadel hag e Sened ar vro o votiñ an disklêriadur brezel e miz Even 1812. Disrann a oa er bobl gant un troc'h politikel anat etre ar Strollad Demokratel a oa evit ar brezel, tra ma oa ar Strollad kevredadelour a-enep krenn.
