Arm a-wenn
Un arm a-wenn[1], pe arm-diwall, zo un dra damheñvel ouzh un arm-tan gwir, savet evit tennañ munisionoù a-wenn, bannadelloù-kemenn pe danvez hegus (gaz CS[2], pebr).

N'hallont ket tennañ munisionoù gwir, sañset, a-drugarez d'un nebeud kemmoù : disheñvel eo hirder o c'hambr, pe strishoc'h eo treuzkiz diabarzh o c'hanol da skouer.
Implijet e vezont da skouer e bed ar sinema e Bro-C'hall, m'eo ur redi ober gante[3], pa c'hall skipailhoù ar filmoù er Stadoù-Unanet ober gant armoù gwir enne munisionoù a-wenn. Implijet e vez an armoù a-wenn evel armoù-difenn nann-varvus ivez, er broioù m'eo aotreet.
Lezenn
kemmañHervez al lezenn e Bro-C'hall, an armoù a-wenn zo renket er rummad C. Evit ar sinema ez eus bet krouet e 2024 ur rummad anvet "armoù-arvest", ennañ an armoù gwir kemmet evit tennañ munisionoù a-wenn. An armoù-arvest a chom en o rummad orin (C evit ur fuzuilh-chase, B evit ur bistolenn da skouer) hag un aotre ispisial a ranker kaout evit o frenañ[4].
Daveennoù
kemmañ- ↑ Diwar geriadur M. Ménard, p. 164a, "tennañ a-wenn".
- ↑ Gaz CS : ar gaz ClC6H4CH=C(CN)2, bet kevanaozet gant ar gimiourien vreizhveuriat Roger Corson ha Ben Stoughton, alese an anv, er bloaz 1928.
- ↑ (fr)Utiliser des armes au cinéma & au théâtre - Notice réglementaire, Armes Garcia (lennet d'ar 16/02/2026)
- ↑ (fr)BUIGNE Jean-Jacques, Nouveau décret : Armes à blanc, armes d’alarme et armes de signalisation, UFA, 28/06/2024 (lennet d'ar 16/02/2025)