Anatolia (gresianeg : Aνατολή Αnatolḗ "(bro ar) Sav-heol"[1] ; turkeg : Anadolu) eo an anv a veze roet en Impalaeriezh roman ar Reter da Azia-Vihanañ (Asia Minor e latin), eleze al ledenez a zo e penn kornok Azia, etre ar Mor Du ha Mor Marmara en Norzh, Mor Egea er C'hornôg, hag ar Mor Kreizdouar er Su.

Anatolia
ledenez
Anv er yezh orinAnadolu Kemmañ
KevandirAzia Kemmañ
BroTurkia Kemmañ
War riblMor Kreizdouar, Mor Marmara, Mor Du, Mor Egea Kemmañ
Daveennoù douaroniel39°0′0″N 35°0′0″E Kemmañ
Poent uhelañMenez Ararat Kemmañ
A zo stok ouzhSav-Heol, Mezopotamia Kemmañ
Map

Daou strizh-mor a zisrann Anatolia diouzh Europa : an Dardanelloù etre Mor Egea ha Mor Marmara, hag ar Bosfor etre Mor Marmara hag ar Mor Du.

Hiziv an deiz ez eo al lodenn eus Turkia a zo en Azia etre Mor Egea hag an aradennad-menezioù Anti-Taurus (Aladağlar e turkeg) er Reter.

Notennoù

kemmañ
  1. (fr) Deroy, Louis & Mulon, Marianne. Dictionnaire des noms de lieux. Paris : Le Robert, 1992, p. 19-b (ISBN 978-2-85036-195-1)