Ur stad eus Europa eo Belgia (e nederlandeg : België, galleg: Belgique, alamaneg : Belgien) pe, hervez e anv leun, Rouantelezh Belgia. E kornaoueg ar c’hevandir emañ, etre Mor an Hanternoz er gwalarn, an Izelvroioù en norzh, Alamagn ha Luksembourg er reter, ha Frañs er su hag er mervent.

Unaniezh Europa
Koninkrijk België
Royaume de Belgique
Königreich Belgien


Banniel Belgia
Skoed ardamez Belgia
Banniel Belgia Skoed ardamez

Ger-stur
Eendracht maakt macht (nl)
L'union fait la force (fr)
Einigkeit macht stark (de)

Lec’hiadur Belgia
Yezhoù ofisiel nederlandeg, galleg, alamaneg
Kêr-benn Brusel
Statud politikel Rouantelezh vonreizhek
Dizalc'hiezh
embannet
anavezet
(diouzh an Izelvroioù)
4 a viz Here 1830
19 a viz Ebrel 1839
Roue Fulup Belgia
Kentañ Ministr Bart De Wever
Gorread
-En holl
-% dour

32 545 km²
6,2%
Poblañs
- 2024 war-dro
- Stankter ar boblañs

11 763 000
383/km²
Moneiz Euro (EUR)
Kan broadel Brabançonne
Devezh ar vro 21 a viz Gouere
Kod war ar Genrouedad .be
Kod pellgomz 32

Anvet e oa Belgia Rouantelezh an Izelvroioù ha Dugelezh-veur Luksembourg er XVvet- XVIIvet kantved, dindan an anv Izelvroioù, ar rannvro a glote gant un tiriad un tamm mat brasoc’h eget ar Beneluks a-vremañ, rak rannvroioù tro-dro da gêrioù evel Lille, Arras, Douai, Valenciennes, Montmédy, pe c’hoazh Thionville a oa ul lodenn anezho. Julius Caezar en doa savet Gallia Belgica, gant Trèves da gêrbenn.

Ur greizenn genwerzh, sevenadurel ha politikel e oa eus fin ar Grennamzer betek ar XVIIvet kantved ha liesetnel. Eus ar XVIvet kantved betek ar reveulzi belgiat e 1830, pa voe savet disrann diouzh an Izelvroioù, tiriad Belgia a voe tachenn emgann un toullad krogadoù. Diplomatek e oant peurvuiañ, etre galloudoù european a bep seurt, evit-se e voe graet talbenn emgannoù Europa anezhi. Da vare ar reveulzi industriel e kemeras perzh Belgia hag e voe eil galloud industriel ar bed, goude Bro-Saoz, e-pad tost ur c’hantved. Derc’hel a reas meur a drevadenn en Afrika, Angola da skouer.

Eil hanterenn an XXvet kantved a voe merket gant bec’hioù etre Flamaned ha Walloned, abalamour d’an div yezh ha da ziorren ekonomikel dizingal an div rannvro. Diwar ar c’hudennoù-se ez eus savet meur a adreizhadenn veur.

Kumuniezhoù ha rannvroioù

kemmañ
Teir c'humuniezh a ya d'ober Belgia
 
Kumuniezhoù
  • ██ Kumuniezh flandrezek Belgia
  • //// Tachenn divyezhek
  • ██ Kumuniezh c'hallek Belgia
  • ██ Kumuniezh alamanek Belgia
  •  

    Teir rannvro a ya d'ober Belgia
     
    Rannvroioù
  • ██ Rannvro Flandrez / bro nederlandek
  • ██ Brusel-Kêr-benn / bro divyezhek
  • ██ Rannvro Wallonia / bro c'hallek hag alamanek
  • Yezhoù

    kemmañ

    Teir yezh ofisiel zo e Belgia : alamaneg, flandrezeg, ha galleg[1].

    Tud dibar

    kemmañ

    Notennoù ha daveennoù

    kemmañ